Doncaster (Yorkshire)

Doncaster zo ur gêr eus Su Yorkshire, e Bro-Saoz. Asambles gant he bannlevioù hag ar c'hêriadennoù tro-war-dro ez a d'ober Distrig Doncaster, hag a oa poblet gant war-dro 306 000 den e 2016. E kêr Doncaster hec'h-unan ez eus 189 805 den o chom. Betek 1974 e oa Doncaster e West Riding of Yorkshire. Emañ er biz da gêr Sheffield, ma'z eus un aerborzh etrebroadel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search